Kafe brezhoneg gant Marc Paugam
Histoire d'une chanson sur le doryphore
D’an 9 a viz Here 1975, Jacques Chancel, animatour e France Inter a lavaras en doa skrivet Per-Jakez Helias un oberenn dibar anvet Marh Al Lorh (Le Cheval d’orgueil e galleg). Goude-se, kalz skouerennoù a zo bet gwerzhet ha troet eo bet e yezhoù estren. Ouzhpenn 1,5 million a skouerennoù deus al levr-mañ a zo bet moullet, ar pezh a lakas an dud, e pep korn ar vro, da c’houzout hiroc’h diwar-benn ar vuhez war ar maez e Breizh-Izel. Helias en deus savet pezhioù-c’hoari ha skrivet barzhonegoù e brezhoneg hag e galleg. Anavezet e oa an den e Breizh-Izel, dreist-holl, abalamour d’an abadennoù farsus savet gantañ evit Radio Quimerc’h : Jakez Kroc’hen ha Gwillou Vihan, sketchoù bihan ar vuhez pemdez. An dud a c’helle lenn ivez pennadoù kaset gantañ d’ar Ouest-France bep sizhun. Mannaig Thomas a glask gouzout petra a zo chomet ha petra chom e spered an dud en deiz a hirio : e oberenn, an tabuterezh pe an daou ?
Histoire d'une chanson sur le doryphore
quilles, boules, palets, gouren ... jeux d'adresse et de société ...
Chakod Deiz et Chakod Noz !
Un étude sur la langue bretonne
Dès le printemps, vivez des vacances créatives entre terre et mer !